Mixed martial arts

Ivaylo Zahariev e-pad ur c'hrogad MMA

Mixed martial arts berraet en MMA, zo ur sport stourm hag arz-emgannañ ma roer ar gwir skeiñ ha stankañ an enebour ouzh al leur oc'h implij teknikoù lies ar sportoù stourm hag an arzoù emgannañ. Ar wech kentañ ma voe daveet implij ar ger a oa bet e-kerzh un abadenn UFC 1 war ar skinwel gant ar c'hinniger skinwel Howard Rosenberg e 1993. Ar ger zo deuet da vezañ brudet pa voe adkemeret ar pennad gant newfullcontact.com, unan eus lec'hiennoù brudetañ ar sport. Dizanv e chom krouer ar ger betek-henn ha tabut zo evit gouzout piv eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search